Deskiñ ha Komz Brezhoneg

logo

Kentel Brezhoneg - Even 2023

Telenn Ar meurzh 20 a viz Even 2023

Support de leçon : Distro-Skol e Galia • Asterix ha Obelix

A : Laosk1 da beulvan2, Obeliks ! An deiz eo !

O : N'eo ket gwir !…Dija ?

A : Ya, Obeliks ! Goût3 a rez a-walc'h e c'hoarvez4 ar memes abadenn, bep bloaz, d'ar c'houlz-mañ5 ! …

O : Ar pezh 'zo6… Dinerzh7 un tamm 'n em gavan, Asteriks, ha…

A : Goût 'rez 'walc'h en deus ezhomm Panoramiks ac'hanomp 'vit se ! Arabat klemm8 !

O : Grzzzz… 'Maon ket o klemm. Dinerzh on un tamm, ha mat pell 'zo !

A : Ac'hañ9 ! Tud 'zo ahont er bod-gwez10 !

B : Aaaa ! N'oullan ket ! Loen gouez !

B : Bengasaour11 ac'hanout !

A : ? ? ?

A : Daoust12 pelec'h 'ta e tapont ar gerioù-se ?

A : Mar ar jeu Obeliks ?

O : D'ober 'm eus un tamm ganto, mat eo 'velkent13 !

A : Ur wech c'hoazh hag e vimp barrek14

O :'Zeui ket amañ, te ? !

O : Diskenn ! Diskenn diouzhtu, dre Velenos !

B : 'Rin ket, ne ziskennin ket, dre Toutatis !

K : Hou … !

O : Atoue ! Fistouliks ! Ret oa din dastum anezhañ !

B : Pegoulz 'ta e vo lezet15 ar re yaouank da ren16 o buhez !!!

A : Gant an tri-mañ eo graet an dro.

P : Bugaligoù ! ur vezh eo17 ! Bep bloaz, da boent an distro-skol,

e vez ret tapout ac'hanoc'h 'vel pa vijec'h moc'higoù gouez18 !

N'ouzoc'h ket 'ta eo ret mont d'ar skol evit bezañ galianed19 vat ?

B : 'C'hanta neuze, â Zrouiz20 perak n'a ket Asteriks hag Obeliks d'ar skol, 'ta ?

P : Bez' e oant bet pa oant a-oad ganeoc'h. Ha labouret mat o doa, c'hwi 'zo 'vont da welet !

P : Obeliks, bloaziad emgann Gergovia ?

O : Mmm !

O : Emgann Gergovia ?

P : Emgann Gergovia.

B : MDXV.

O : N'eo ket MDXV ? …

P : N'eo ket MDXV !

O : Emgann Gergovia.

P : Emgann Gergovia.

• Geriaoueg testenn a-us

1• Leuskel bv : laosk➣ lâcher

2• Peulvan (où)➣ menhir (s)

3• Goût, Gouzout➣ savoir, connaître

4• C'hoarvezout➣ arriver, survenir

5• Koulz, d'ar c'houlz-mañ➣ moment, à cette époque-ci

6• Ar pezh 'zo …➣ c'est que …

7• Dinerzh➣  faible, sans force

8• Klemm ha verb klemmet➣ plainte et se plaindre

9• Ac'hañ(e)➣ ici, d'ici

10 Bod-gwez➣ buisson (arbustif)

11 Bengasaour➣ mysogine

12 Daoust➣ à savoir

13 Evelkent ('velkent)➣ tout de même, cependant

14 Barrek➣ au complet...

15 Lezel (pp : lezet)➣ laisser

16 Ren (v)➣ diriger

17 Ur vezh eo➣ c'est une honte

18 Moc'higoù-gouez➣ marcassins

19 Galianed➣ Gaulois

20 Drouiz (â zrouiz)➣ druide